Upload
diamond
View
118
Download
10
Embed Size (px)
DESCRIPTION
Tres de Mayo Francisco Goya. Tres de Mayo gant Goya An tem. Tem istor: E 1808 e tegouezh Napoleon e Spagn gant ar c’hoant lakaat e vreur Joseph Bonaparte e penn ar Stad . Deskrivet eo gant Goya e 1814 gwaskerezh arme Frañs a oa bet da heul emsavadeg ar Spagnoliz d’an 2 a viz Mae 1808. - PowerPoint PPT Presentation
Citation preview
Tres de Mayo
Francisco Goya
Tres de Mayo
Francisco Goya
Tres de Mayo gant Goya
An tem
Tem istor: E 1808 e tegouezh Napoleon e Spagn gant ar c’hoant lakaat e vreur Joseph Bonaparte e penn ar Stad . Deskrivet eo gant Goya e 1814 gwaskerezh arme Frañs a oa bet da heul emsavadeg ar Spagnoliz d’an 2 a viz Mae 1808.
Tres de Mayo gant Goya
Ar c’hinnig
Liver : Francisco Goya, liver brudet tre e Spagn (1746-1828) Eoullivadur 2,66 m X 3,45 m miret e mirdi ar Prado, e Madrid. Livet e 1814 ha paeet gant gouarnamant Spagn.
Tres de Mayo gant Goya
An
aergelc’h
1- Petra eo aergelc’h an daolenn?
Tres de Mayo gant Goya
An endro hag an tudennoù
• Al lec’h: kostez ur c’hleuz e kichen ur gêriadenn
• Soudarded Napoleon gant o lifre, prest da dennañ war an emsaverien
• Spagnoliz eus ar bobl, hep armoù, ur manac’h kerniet, tud gwasket gant an aon, pleget, war pennoù o daoulin, o kuzhaat o daoulagad rag an daou zen fuzuilhiet dija. Un den e gwenn a sav e divvrec’h, war pennoù e daoulin rak ar soudarded.
2- Klokait an alc’hwez war ho follenn.
Tres de Mayo gant Goya
Al livioù
Liv splann: ruz, melen gwenn-kann a lak kemm mat gant livioù gell ha du ar foñs.
Tres de Mayo gant Goya
Ar sklêrijenn
Tremenet a oa bet ar fuzulhiadeg e-kerzh an noz; Dont a ra ar gouloù eus ul letern e-kreiz: sklêrijennañ a ra dreist-holl an dud a vo fuzuilhiet. Ar soudarded zo en amc’houloù.
Tres de Mayo gant Goya
Aozadur an daolenn
Sachet eo an evezh gant an den e-kreiz.
3- Penaos en deus graet Goya evit lakaat an den-se war-wel? E piv e c’heller soñjal?
4- Petra en doa c’hoan Goya da ziskwel, d’ho soñj?
An daolenn en istor
Rediet e oa bet Napoleon da gas
muioc’h- muiañ a soudarded da Spagn evit bezañ mestr war an dachenn met ne deuas ket a benn morse abalamour da emsavadeg ar Spagnoliz ha da sikour an arme Saoz renet gant Wellington. (1813)
Levezon an
oberenn
Levezonet e oa bet Edouard Manet p’en doa livet « Exécution de l'Empereur Maximilien du Mexique » e 1868.
Levezonet e oa bet ivez Picasso gant Moya evit diskuliañ torfedoù arme SUA e Korea. (1951)
Ar romantelezh
Graet ‘vez romantek eus oberenn Goya. Lakaat a ra an oberourien romantek ar pouez war ar santimantoù ha diskouez a reont alies o stourm politik en un doare du .
Setu obenneroù romantek all
Dos de Mayo,Goya1814
Ar beajour bammet rak ar mor-koumoul, Mirdi Hambourg, 1818Caspar David Friedrich (1774-1840)
La liberté guidant la peuple, Delacroix (1830)
Le Radeau de la Méduse ,Théodore Géricault, (1819)